Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57

wall mat da ober hent pe gant tort, pe gant kamm, pe gant kakouz. Mont a ra en hent, hag hen joaüs-bras. Met n’oa ket êt pell, pa zigouezas gantan eun tort.

— Pelec’h ’c’h ez-te evel-se, Louizig, filhor ar roue Frans ? a lavaras an tort d’ezan.

— Da gavout va faeron.

— Me a yelo ganit ivez.

— Nann ! nann !

— Eo ! eo !

Hag e lamp an tort war dalier e varc’h, N’hell ket en em dizober dioutan, hag e tistro d’ar gêr.

Daou deiz goude, ec’h a adarre en hent. Ma tigouez gantan eur c’hamm

— Pelec’h ’c’h ez-te evel-se, Louizig, filhor ar roue Frans ? a lavar d’ezan ar c’hamm.

— Da welet va faeron.

— Me a yelo ganit ivez.

— Ne deui ket da !

Hag hen da lakaat e varc’h d’an daoulamm. Met kaer en devoa ober, ar c’hamm a oa bepred kerkent ha penn e varc’h ; ma renk adarre distrei d’ar gêr. E dad, p’hen gwel :

— Petra, hag out distroet adarre ? P’eman kont ’vel-se, e chomi er gêr.

Louizig paour a ya da ouela ouz e vamm. Kement a reont o-daou o pedi ar glaouer koz, ma lez anezan da vont c’hoaz ; met an dro-man e ro d’ezan e goz varc’h glaouer en devoa ouspenn ugent vloaz.

— N’eus forz, emezan, mont a refomp eun tu bennak, rak ’vit an dro-man ne zistroïn ket… Alo ! loen paour, eomp da balez ar roue Frans, da welet va faeron.

War-dro an abardaez, pa oa o vont e-biou eur c’hoad bras, e welas war eur wezenn eur bluenn a sklerijenne evel an heol. Ma chom da sellet, estonet.

— Daoust, emezan, petra eo ar bluenn vurzudus-se ? Moarvat eo eur bluenn eus lost paün prinsez he bleo aour, a zo o chom en he c’hastell arc’hant, hag am eus klevet komz anezi ken lies a wech.