Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51

hen gervel breman, rak lavaret en devoa d’in ivez e teuje d’am sikour, p’am bije ezomm :

Roue al loened diouaskell,
Nij aman, a-dost pe a-bell !

Ha kerkent en em gavas an Evn-bras :

— Petra ’zo evit da servij, emezan, mab an hini goz ?

Lavaret a ra dezan e zoare.

— Ma ! mar d emaint eun tu bennak etre an nenv hag an douar, e vefont kavet hep dale.

Hag hen da c’hervel an holl laboused-nij dre o hano, adalek an erer [1] betek al laouenanig. Tremenet e oant holl nemet an erer, hag hini ne ouïe doare d’ar c’hastell aour.

An erer a arruas ivez abarz ar fin.

— Petra eo d’it beza ken diwezat-ze ? eme ar roue. Pelec’h ’oas-te chomet ?

— Me ’oa chomet da heolia war lein ar c’hastell aour, kaeran tra en deus gwelet biskoaz lagad evn.

— O klask hennez, end-eeun, ez omp… Met na teus ket gwelet ivez eur prins hag eur brinsez, ha gante eur vouest kaer ?

— Eo sur. Ar vouest a ve bepred gant ar brinsez, ha n’he c’huita nepred, ha, pa ’c’h a da gousket, he laka dindan he fenn.

— Ar vouest-ze eo ret d’in da gaout.

— Met penaos he zapout ?

Ma voe lavaret e vije kaset eur raz hag eul logodenn evit he zapout eus a-zindan penn ar brinsez. Pa vije kousket ar brinsez, al logodenn a dremenje teir gwech he lost dre he genou ; an deirvet gwech e savje he fenn, ha neuze ar raz a dapje ar vouest, ha kuit prim dre ar siminal.

— A zo mat ! eme an holl. Evel-se ’vo ret ober. Met penaos mont d’ar c’hastell aour ?

— War gein an erer, a oar an hent.

— Se a zo gwir.

War-dro hanter-noz, e tiskennas an erer war ar c’hastell aour.

  1. Erer, aigle.