Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50


Hag hen o vont war aod ar mor, ha da lavaret :

Roue an holl pesked an dour,
Deus prim, ezomm am eus sikour.

Prestik goude, eur peskig aour a voutas e benn er-mêz an dour, hag a lavaras :

— Petra ’zo evit ho servij, mab an hini goz ?

— Eur c’hastell aour am oa eus ar c’haera, hag ennan eur brinsez, va fried, a garen a-greiz va c’halon ; eur vouestig am oa ivez hag a roe d’in holl ar pez a c’hoantaen. Allaz ! holl am eus-ê kollet.

— Mar d emaint eun tu bennak ’barz va rouantelez, e vefont kavet hep dale.

Hag ar roue da c’hervel dre o hano kement pesk a zo er mor ha da c’houlenn digante :

— N’hoc’h eus ket gwelet, eun tu bennak, eur c’hastell aour, hag ennan eur brinsez kaer ?

— Nann avat, hon roue ! a lavarent, dre ma tremenent.

Tremenet e oant holl, bihan ha bras : hini ne ouie doare d’ar c’hastell aour.

— Roue an holl loened pevar-zroadek en devoa lavaret d’in ivez hen gervel p’am bije ezomm :

Roue ’l loened pevar-zroadek,
Ezomm am eus, deut d’am c’havet.

Ma tigouezas kerkent en e gichen eul leon ken kaer, ken bras, ma voe spontet.

— Petra ’zo evit ho servij, mab an hini goz ? a lavaras al leon.

Ma lavaras d’ezan e zoare, evel da roue ar pesked.

— Mar d emaint, eun tu bennak, ’barz va rouantelez, e vefont kavet.

Hag al leon da c’hervel, dre e hano, pep loen pevar-zroadek, ha da c’houlenn digante, dre ma tremenent, ha n’o devoa ket gwelet ar c’hastell aour. Hini ne ouie doare d’ezan.

— Allaz ! eme mab un hini goz, aoun bras am eus e vo ret mervel… Met roue an holl loened-nij a chom c’hoaz, Ret eo d’in