Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11


— Penaos ?

— Va lest d’ober ; gwelet a rafet hep dale.

An deiz warlerc’h ar beure, e lavaras an aotrou da C’houevrer : Kemeromp peb a fuzul, hag eomp da chaseal d’ar c’hoad.

— Pa oant o vont er-mêz ar porz, e klevjont en eur wezenn-dero a-us d’o fenn :

— Koukou ! koukou !

— Petra, petra ? eme C’houevrer, eur goukou o kana er vro-man en miz c’houevrer !… Biskoaz kement-all n’em eus gwelet. Bremaïk, loen brao, me ho tisko da c’hortoz ho koulz da gana !

Hag hen o tenna er wezenn. Ha kerkent, a vrank da vrank e kouezas eun dra bennak n’oa ket henvel ouz eur goukou. Pa dostajont da welet :

— Allaz ! allaz ! va gwreg ! eme an Aotrou… Ah ! mab an diaoul ! kef an ifern !…

— Fachet oc’h, aotrou ?…

— Ya, fachet oun sur, ha bremaïk hen paei d’in !…

Hag hen o sevel e fuzul evit tenna war C’houevrer, met heman a lampas warnezan, en eur lavaret :

— Goustadik, va mestr !… Gouzout a rit moarvat hon divizou ? Ret eo paea, pa goller.

Allaz ! hag e renkas an Aotrou kêz lezel sevel eur gorreenn d’ezan adalek choug e gil betek seul e droad, ha rei daou c’hant skoed da C’houevrer hag ouspenn ar gorreenn a oa bet savet d’e vreur Genver, hag a oa eno en eur gambr, en divil [1] eus ar voger gant kalz a re all.

Neuze e teuas C’houevrer d’ar gêr, ha stad [2] ennan.

Pa welas e dad anezan o retorn :

— Setu te distroet ivez ’ta, va mab C’houevrer, evel da vreur.

— Ya, va zad kêz, setu me distro ivez, met nann evel va breur,

rak setu aman daou c’hant skoed en aour melen, hag eur gorreenn

  1. En divil eus, suspendu, accroché à (ivez : a-ispilh, a-istribilh ouz).
  2. Stad ennan (Trég.), très fier (ivez : lorc’h ennan).