Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10


— Me ’zo lavaret d’in gant an aotrou, emezan, dont da bokat d’ec’h ho-tiou.

Lampat a ra war an itron, ha pokat d’ezi.

— Ampoezon ! Charn ! me ’lavaro d’an aotrou, hag e raio trouc’ha da c’houzoug d’it !

Ha garm, ha kri forz.

— Hast buan ’ta ! a gri an aotrou, a oa dindan ar prenestr o c’hortoz.

— O-diou, aotrou ? a c’houlennas dre ar prenestr.

— Ya, o-diou, ha hast buan !

Hag hen o tapout ar verc’h hag o pokat d’ezi ivez. Ha kuit neuze, da gavout an aotrou, gant an diou bal.

Pa voe douaret ar vaouez koz e teujont d’ar gêr. P’arrujont, e lampas kerkent an itron e bleo he fried :

— Petra, den fall, kollet eo da skiant-vat ganit ?… Digas an diaoul-ze da bokat d’az merc’h ha d’in !…

— Ha posupl ’ve en defe grêt an taol-ze ? a lavaras an aotrou, o tistrei ouz C’houevrer.

— N’em oa ket goulennet diganec’h dre ar prenestr : « O-diou ? » Ha n’hoc’h eus ket lavaret d’in : « Ya, ya, o-diou, ha buan ?… »

— Mil malloz warnout, diaoul ! eme an aotrou o tiskouez d’ezan e zorn serret.

— N’oc’h ket kontant, aotrou ?

— Ha piou ’vefe kontant ?

— Neuze ’vo savet korreenn d’ec’h, evel ma ouzoc’h.

— N’em eus ket lavaret n’oun ket kontant, met n’eus forz piou em flas ne vefe ket.

Setu ne ouie ken an aotrou petra ober eus C’houevrer.

— Hen kas kuit dioustu, eme an itron.

— Neuze ’vo ret rei daou c’hant skoed d’ezan.

— O rei d’ezan, ha prim.

— Ya, hag ar gorreenn, d’ec’h-c’houi ’vo savet, pa ’z eo lavaret n’ achuo e vloaz nemet pa gano ar goukou ?

Setu int nec’het bras.

— N’eus forz, eme an itron, me ’gavo an tu d’en em zizober dioutan.