Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4


Skei a ra war an nor. Kerkent eo digoret d’ezan.

— Demat ! emezan d’ar porzier.

— Ha d’ec’h ivez.

— N’eus ket ezomm a eur mevel ama ?

— Eo sur. A nevez êt a zo unan kuit, hag a zo ezomm a eun all en e lec’h. Deut ganen, m’ho kaso dirak an aotrou.

Mont a reont da gaout an aotrou.

— Setu ama, va aotrou, eun den hag a c’houlenn beza kemeret da vevel.

— Hag a zo mat ! ezomm am eus end-eün a unan. Petra ’ouzoc’h ober ?

— Ma fe ! va aotrou, eun nebeud a bep tra.

— Ma ! eun den stummet mat a seblantit beza, plijout a rit d’in. Setu aman an divizou : Bemdez ec’h afet da labourat d’ar park, pe d’ar c’hoad, pe d’ar jardin, ’lec’h ma vo lavaret d’ec’h ; da guz-heol e teufet d’ar gêr, ha neuze ho pezo da ziwall ar vugale, hag ober holl ’vel ma lavarfont d’ec’h. Eur gopr kaer ho pezo, kant skoed ar bloaz, ha pa gano ar goukou ’vo fin ho ploaz.

— Kement-se holl a zo mat.

— C’hoaz em eus eun dra da lavaret d’ec’h : arabat ’vo d’ec’h facha, n’eus forz petra a vezo grêt pe lavaret d’ec’h, pe e vefet kaset kuit gant netra, ha c’hoaz e vezo savet korreenn d’ec’h, eur ruban kroc’hen ruz, adalek choug-ar-c’hil betek seul ho troad.

— Ma ! ze eo ar gwasa. Met c’houi, aotrou, ma fachit da genta ?

— Memez tra, e vo savet korreenn d’in ivez.

— Neuze c’hoaz…

Ma voe roet eur falz d’ezan neuze, evit mont da drouc’ha lann d’al lanneg, betek kuz-heol…

— Met n’ouzoun ket an hent d’al lanneg.

— Setu aze eur c’hi hag ho kaso hag a chomo ganec’h betek kuz-heol.

Mont a ra ar c’hi a-raok, — eur pikol ki, — hag heman war e lerc’h, e falz gantan war goubl e vrec’h. Arruout a reont en eul lanneg vras. Hag hen da drouc’ha lann. Pa voe skuiz, e fellas d’ezan diskuiza eun tammig hag ober eur c’hornad butun. Kerkent ar c’hi a deu d’ezan, o skrigna e zent hag o c’hrougnal.