Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Genver ha C’houevrer


————

Eur wech e oa, eur wech a vo,
Komansamant an holl gaozo,
N’eus na mar na marteze
En deus tri zroad an trebe.


Eur wech e oa eun den koz hag en devoa daou vab, hanvet Genver ha C’houevrer. Evel ma ouzoc’h mat, Genver a deu atao a-raok C’houevrer. Genver a oa eta ar mab henan. Deut war-dro an oad a ugent vloaz, e skuizas e ti e dad, hag e c’hoantaas mont da vale bro. E dad a ro d’ezan eun nebeudig arc’hant, — rak n’oa ket pinvidik, — hag ec’h a en hent.

Goude beza baleet e-pad tri deiz, en em gav en eun ale vras ; e penn an ale-ze e oa eur c’hastell kaer.

— Ret eo d’in, emezan, goulenn beza kemeret da vevel er c’hastell-ma.