Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XV

ministr an Deskadurez beza karget da zastum e Breiz-Izel ar misteriou koz a ’n em gave etouez ar bobl. Abaoe bloaz 1845, n’oa ket ar wech kenta e rê eun hevelep goulenn, met, evit doare, dre m’oa bet gwall dreut e zastumadenn genta, ne voe roet hini ebet d’ezan da heul e lizerou ar 26 mezeven hag ar 15 eost 1846, ar 15 gouere 1847, ar 1a eost 1849, ar 14 gouere 1858. Ar wech-man, skoazellet gant e vignon Renan, en devoe e gefridi sinet, an 8 a viz genver 1864, gant ar ministr V. Duruy : karget e voe da zastum e departamant Aochou-an-Hanternoz, ar misteriou kopiet pe ar re voulet. E tri lizer, chomet diembann (12 meurz, 12 ebrel, 20 mae 1864), e rentas kont d’ar ministr eus e labour. Founnus e oa e eost, ar wech-man, rak en e drede lizer e skrive e kase 34 mister koz kopiet ha 4 leor [1]. Kontant e voe ar ministr, rak eur gefridi all, henvel, a voe roet d’An Uhel, an 19 a viz kerzu 1864, e departamanchou Penn-ar-Bed hag ar Morbihan : ar memes gopr — 1.200 lur — en devoe evit ober e droiou ha prena ar misteriou hag al leoriou.

O vont hag o tont a-dreuz meaziou Breiz-Izel, dreist-holl e Bro-Dreger hag e Bro-Leon ha Kerne, An Uhel n’ankouae ket dastum gwerziou ha soniou ar bobl, rak en sonj ’oa, a-benn neuze, embann diwezatoc’h eul leor pe zaou eus ar gwerziou hag ar soniou-ze.

Met araok kas da benn ar mennad-ze, ober a reas moula, e Montroulez, e ti J. Hasle, eul leor, ennan ar soniou hag ar gwerziou en devoa savet e-unan. Bepred Breizad, al leor-ze, a zeuas a-zindan ar wask e 1865.

Achu gantan e drede gefridi, An Uhel a yeas da skolach an Oriant, evel rejant ar 7vet klas : hanvet e oa bet eno ar 7 a viz here 1864. Er stad-ze e chomas betek ehan-skol bras 1868, hep en em rei gant kalz a aked d’e vicher, hervez notennou e vistri. Re drôet ’oa e spered war ar brezoneg hag e lizeradur, hag ouspenn, tremen a rê e amzer o kopia ar gwerziou en devoa dastumet etouez ar bobl. Gant miz here 1867, e lakeas moula e ti Corfmat,

leorier ha mouler en Oriant, al leor kenta eus Gwerziou Breiz--

  1. — Ar misteriou koz hag al leoriou-ze a voe roet gant ar ministr d’al Leordi broadel, e Pariz, e-lec’h ma c’hell an holl o studia.