Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XIV

Hervez notennou e vistri, ne seblante ket beza eur c’helenner dispar ha gwall-aketus gant e skolaerien. Met ar pez a zisplije ar muia d’ar vistri-ze eo ma taremprede An Uhel ofiserien rejimant Kemper ha mac’h embanne ivez gwerziou, e kelaouennou ar vro. Digareziou iskiz, a gav d’eomp breman, met awalc’h er mareou-ze evit beza diblaset. War ali penn-rener Akademi Roazon d’ar ministr (Roazon, 1 gouere 1862), An Uhel a voe hanvet, — war ziskar, — e miz here, e skolach Landerne, evel rejant ar 7vet hag an 8vet klas. Ne fellas ket d’ezan mont da Landerne ha, war an taol, An Uhel, droug bras ennan, a sonjas rei e zilez ha kas da stoupa Ministr ha Deskadurez ; met ne reas ket, gwell a ze d’ezan.

Chom a reas e Kemper, o veva diwar e goust, hag en em roas d’ar studi brezonek, a blije kement d’e spered : danzen a reas mouladur ar mister koz Santez Tryphina hag ar roue Arzur. Sikouret e voe en e labour gant an abad Herry, aluzenner e Kemperle. Al leor-ze, moulet e 1863 gant unan eus e vignoned, Th. Clairet, mouler e Kemperle, a goustas d’an Uhel 1.100 lur [1]. Hervez A. Ar Braz (Théâtre Celtique, p. 159), ar mizou-ze a voe kemeret war an arc’hant arboellet gant Uhel diwar ar gopr dister (1.400 lur ar bloaz) a c’honee evel rejant e Kemper. Kentoc’h e voe, a gav d’eomp, war an arc’hant deuet d’ezan a-ziwarlerc’h e dad, maro e Plouaret ar 17 gwengolo 1860. An Uhel a skrivas evit al leor-ze eur c’hentskrid talvoudus bras diwar-benn istor hon teatr koz ; an abad Herry a gempennas eun tamm re vrao danvez ar mister koz [2] a voe troet e galleg gant An Uhel.

Goude al labour tenn-ze, An Uhel a zistroas da Geranborn.

Eun nebeud miziou goude (miz du 1863), e c’houlennas digant

  1. — Lizer An Uhel da E. Renan (Plouaret, 24 gwengolo 1865), embannet gant an aotrou P. Ar Roux (Annales de Bretagne, LX, 1933, p. 559).
  2. — Sellit ouz A. Ar Braz, Le Théâtre Celtique, p. 168-174.