Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140


— Petra ’ta ?

— Petra ?… Lavaret en deus beza den da c’hallout trec’hi e-unan ar roue Kezar, da zigas d’ec’h e gurunenn hag eun dant eus e benn !

— Hola ! hola ! ret eo lavaret d’ezan dont da gomz ganen dioustu.

Lavaret eo d’ar pach dont.

— Penaos, pach, eme ar roue, hag ez oc’h bet divergont a-walc’h evit c’hoantaat pokat d’ar rouanez ?

— Penaos e c’hellit kredi eun dra eveLse, va roue ?… An hini en deus lavaret ze a oar a-walc’h n’eo ket gwir. N’hen selaouit ket, aotrou roue, rak gaou a lavar.

— C’hoaz a zo : lavaret hoc’h eus beza den da drec’hi hoc’h-unan ar roue Kezar, ha da zigas d’in e gurunenn hag eun dant eus e benn ?

— Penaos Doue, aotrou roue, eun denig striz eveldoun en defe gallet lavaret eun dra evel-se, nemet kollet e vefe e skiant-vat gantan ?

— Eo ! lavaret hoc’h eus, ha ret e vo d’ec’h ober ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h !

Dont a ra neuze d’an ostaleri da gavout e dud, hag e lavar d’eze :

— Setu labour, paotred !

— Petra eo, mestr ? eme Fanch Krenv ; me ne c’houlennan nemet labour.

— Ma ! Fanch, kontantet e vi neuze. Kerz da genta da c’hovel ar marichal, ha lavar d’ezan ober d’it eur vaz houarn a vo pemp kant livr enni.

— Ma ! eme Fanch, mont a ran raktal.

Pa voe grêt ar vaz, e krog Fanch enni, hag e lavar :

— Bah ! bah ! grit d’in eur vaz vat, an dra-man n’eo nemet eur blouzenn ; gwelet a rit ?

Hag he zorr war e c’hlin. Ma voe klasket neuze an holl houarn a oa en kêr, ha grêt d’ezan eur vaz all hag a boueze tremen mil livr.

— Breman c’hoaz ! emezan ; gant houman e rin eun dra bennak.

En em lakaat a reont neuze o-femp en hent. Goude beza baleet pell, pell, e tigouezjont ivez dirak palez ar roue Kezar. Ar pa-