Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139

holl vel ma lavarfet d’in ; me ’zo krenv, gwelet a refet !

An deiz war-lerc’h ar beure, ar mestr a lavaras d’e bevar mevel :

— Ez an da welet ar roue en e balez ; c’houi ’chomo ama, ken am bezo ezomm ac’hanoc’h, ha va gourc’hemennou a roïn evit na vanko netra d’ec’h.

Ha d’an ostiz e lavaras ivez :

— Ez an breman en eun dro ha n’ouzon ket mat pegeit a vin ; va mevelien a lezan aman, hag ho pedan da soursial oute ha da rei d’eze holl kement a c’houlennfont. Unan aneze, Fanch Krenv, a zo eun tammig rust ha gouez ; met n’ho pet ket aoun dirazan, rak n’eo ket drouk evit se. Me ho paeo ar pez a c’houlennfet, ha setu aman daou-c’hant skoed arrez.

Mont a reas neuze da balez ar roue. Digemeret mat eo.

— Sellit ’ta, eme ar roue, va mignon koz, markiz Koadleger, en deus digaset e vab d’in, pa na c’hell ket dont e-unan ! Evurusamant eo grêt ar peoc’h… Met n’eus forz, pa ’z out deut, e chomi ganen ; me en em garg ac’hanout, hag a skrivo d’az tad.

Ma voe roet da bach d’ar rouanez, dre ma oa koant hag en devoa feson vat.

Ar roue a yeas eur pennadig goude-ze da welet eur roue all a oa mignon d’ezan, hag e keit-se, e lezas ar rouanez da ren ar rouantelez. Houman a blije kaer he fach d’ezi, ha bemdez e vezent o vale asamblez dre ar palez hag ar jardinou ; c’hoari ha c’hoarzin a ree gantan, ober serriou-lagad, lavaret komzou tener. Ar pach ne ree van ebet ; ober a ree memez eun tamm e baotr diwezat, met nec’het Bras ’oa koulskoude. Ar rouanez, o welet kement-se, a yee droug enni hag a damalle he fach hag a lavare d’ezan :

— Genaouek ! ne vi biken mat da netra ’ta ?…

Digouezout a reas ivez ar roue er gêr. Goulenn a eure kelou digant ar rouanez eus he fach :

— Roït peoc’h d’in gant ar genaouek, ar mic’hiek-ze, emezi ; kredi a rafac’h en deus c’hoantaet pokat d’in !

— Hen c’hoantaet pokat d’ec’h !

— Ya sur, an den divergont ! ha gant-se ez eo leun a c’houez ; ma ouifac’h petra en deus lavaret c’hoaz ?