Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123


— Gwall ziês e ve, aotrou roue, ha koulskoude, evit ober plijadur d’ec’h ha d’ar brinsez, oun kontant da êsa, mar roit d’in ar pez a c’houlennin.

— Ya sur, goulennit ar seurt a garfet, ho pezo, mar be gallet

— Ma ! n’hoc’h eus nemet rei d’in samm eur mul a aour hag a arc’hant, hag ec’h esain an taol.

— Roet ’vo d’ec’h.

An deiz war-lerc’h ar beure e parti Bihanik gant e vul. Mont a ra da genta d’an ti ’lec’h m’en devoa lezet e vreur klanv.

— Penaos a ra va breur ? emezan.

— Mat awalc’h, dre c’hras Doue ; prestik e kerzo hep flac’hiou.

Briata ’ra e vreur, lezel a ra e aour hag e arc’hant gant an ozac’h evit hen trugarekaat eus ar boan en deus bet gantan, kemer a ra bec’h e vul a win-ardant hag a gassis, hag ec’h a adarre en hent. Arruout a ra etal ar c’hastell, hag e sko war an nor :

— Petra ’c’houlennit ? eme ar porzier, dre doull an draf.

— Beza lojet, mar plich.

— Tremenit hoc’h hent. Aman ne ve lojet den ebet, abaoue an taol en deus grêt ar Bihanik.

— Petra ’ta en deus grêt ar Bihanik, an den fall-se ?

— Tremenit hoc’h hent, pa lavaran d’ec’h.

Hag e oa ar porzier o vont da serri an draf :

Selaouit ’ta, paeron, me ’in eus aman a bep seurt evajou mat ; stokomp asamblez ha kaozeomp eun tammig.

Hag e roas d’ezan eur werennad vat a win-ardant, hag eun all, hag eun all : kement ha kement ma evas teir voutailhad gwin-ardant ha teir voutailhad kassis, ha setu hen mezo-mik-dall. Bihanik a antre neuze eas ; mont a ra d’ar marchosi hag e vezv ivez ar baotred-marchosi, hag e tigas gantan an dremedar, rak n’hellas ket kaout ar perroked an dro-ze. Dont a ra kuit buan, ha ne voe ket pell o tigouezout en Pariz, ’lec’h ma voe digemeret mat gant ar roue hag ar brinsez, petra bennak n’oa ket deut gantan ar perroked ; kouls ’oa gante breman an dremedar.

Diouz ar beure, pa savas ar jeant bras, ec’h eas evel bemdez da welet e berroked :