Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122

a redas ivez d’ar gambr, ha ma voe eno neuze trouz ha garm spontus. Mont a ra ar jeant bras da gavout e berroked :

— Perroked sorser, lavar d’in.
Petra ’zo ’nevez ’barz va zi ?

— Ar yaouanka eus an tri bugel hoc’h eus lojet an noz tremenet, hanvet Bihanik, hennez en deus grêt an taol.

— Pelec’h ’man ?

— Et eo kuit, gant e daou vreur.

— Mar hen tapan !!…

Hag ar jeanted o-zri war e lerc’h. Met war-lerc’h e oant !

Bihanik hag e vreur a armas en Pariz, eun dro bennak ivez, ha raktal ec’h ejont da balez ar roue. Skei a reont war an nor :

— Petra a c’houlennit ? eme ar porzier.

— Labour.

— Labour ? Antreit neuze, daou vevel ’zo a-nevez êt kuit. Ma voe lakaet Bihanik da c’houennat ar jardinou, hag e vreur da faouta koat.

Ar roue, o vale dre ar jardinou, a welas eun deiz Bihanik, ha dre m’hen kavas dihun ha stummet-mat, e chomas eur pennadig da gaozeal gantan. An deiz war-lerc’h, memez tra. Kement e plijas d’ezan, m’hen kemeras da baotr a gambr. Hag e veze neuze bemdez o vale gant ar roue hag e verc’h, Ar roue a gemere plijadur o tivizout gantan, ha ma kontas Bihanik eun deiz ar pez ’oa c’hoarvezet gantan e ti ar jeanted.

— Er c’hastell-ze, avat, aotrou roue, a zo traou kaer ! Eno ’zo eun dremedar hag a ra kant leo bep eur, eun esterloup hag a sklerijenn an noz evel an heol da greisteiz, hag eur perroked hag a lavar d’e vestr holl kement a dremen ’barz ar c’hastell !

Ar brinsez yaouank a selaoue, hag a lavaras d’he zad :

— Me, avat, va zad, a garfe kaout ar perroked-ze !

— Bah ! va merc’hig kêz, penaos ’fell d’it ’ve gallet kaout ar perroked-ze, gant an tri jeant a zo er c’hastell ?

— Marteze, va zad ! Goulennit digant ar pach Bihanik.

— Kredi a ra d’ec’h, pach Bihanik, e ve gallet kaout ac’hane ar perroked-ze ?