Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110


— Arsa, eme ar mestr, petra a gontez aze d’eomp ?

— Met ne welit ket ’ta ez eo an tu da vont da balez ar brinsez Ronkar ?… Pa vi êt en tu all d’ar stêr, — selaou mat, tort, — en em gavi e troad eur menez uhel ha sounn-sounn, goloet a spern hag a drez, ha ne weli hent ebet da vont warnan. Met gwelet a ri eno eur vilienn rond, ha mar gallez he sevel hag he skei gant ar menez, kerkent en em gavo eun hent kaer da vont betek al lein, Pa vi arru eno, — selaou mat aman, tort…

An Tort, m’ho ped da gredi, ’oa digor e ziouskouarn hag a selaoue.

— Bah ! ro peoc’h d’eomp gant da dort, a lavaras ar mestr, ha hast buan !…

— Pa vi arru e krec’h ar menez, az pezo da ober eus a bemp kant soudard war-nugent ha tri-ugent jeant. Allaz ! tort paour, aman em eus truez vras ouzit… Mar gallez arruout er c’hastell d’an taol a greisteiz, neuze ’vo kousket ar soudarded hag ar jeanted hag e vo mat da daol. Antre prim er c’hastell. An holl dorojou a gavi digor, rak eno n’arru ket a dud bemdez eus ar vro-ma. En eur gambr kaer, e weli eur brinsez, kaer evel an heol, kousket war eur gwele. Na chom ket eno da sellet outi, digor da c’henou ganit. Bout buan da vouchouer en he genou, kemer anezi war da ziouvrec’h, ha deus kuit ganti, hep sellet war da lerc’h. Met allaz ! paour kêz, mar n’arruez ket d’an taol a greisteiz, ez eo grêt ac’hanout. Ha setu eno an tu da vont da balez ar brinsez Ronkar. Dalc’h sonj mat, tort.

An deiz a gomanse da darza, hag ec’h eas al laeron kuit.

Ar roue n’en devoa klevet netra dindan e vern deliou ; met an tort n’en devoa ket kollet eur ger a gement en devoa lavaret ar C’hamm. Diskenn a ra neuze diwar e wezenn, dihuni a ra ar roue, hag en em lakaont adarre en hent. Emberr e tigouezont e-tal eur stêr vras. An tort a denn neuze e gontell, a drouc’h eur wialenn haleg en eur c’harz a oa eno, a beilh anezi hag he bout teir gwech er c’harz, taol-war-daol. Ar roue, eus hen gwelet, a drouc’h ivez eur wialenn hag en em laka d’he feilhat, en eur vont, met n’hen devoa ket he boutet teir gwech er c’harz. Digouezout a reont etal ar stêr ; n’oa pont ebet.