Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109

c’hoarvezo e-pad an noz.

Mont a ra ar roue er bern deliou, hag an tort a bign war eur wezenn-dero.

Goude beza grêt eun hun, e tihunas an tort, o klevet trouz, hag e welas dindan ar wezenn eur gador alaouret hag eun den en e goaze e-barz ; hag en-dro d’ezan e oa pemp war-nugent den all en o sav, ha neuz fall kaer warnê.

— Arru oc’h holl ? eme an hini a oa azezet er gador.

— Ya, nemet ar C’hamm.

— Ma ! arruout a raïo ivez : bep tro e ve war-lerc’h… Kontit d’in an taoliou-kaer hoc’h eus grêt pep-hini ac’hanoc’h.

Ha setu int da gonta o zaoliou-kaer. Holl o devoa grêt kaer pe gaeroc’h. Ar C’hamm a arruas ivez e keit-se.

Arru out ivez, Kamm ? a lavaras d’ezan ar mestr.

Ya, mestr, arru oun ivez.

— Ha te, petra a gaer ’teus-te grêt ?

— Oh ! eun taol eus ar c’haera.

— Gwelomp, lavar d’eomp buan.

— Roue ar Portugal a zo er c’hoad, ha gantan seiz mul sammet a aour hag a arc’hant. Eman o vont da glask ar brinsez Ronkar da eureuji, Met selaou mat, tort…

— Tort ? a lavaras ar re all holl. Pelec’h e welez-te eun tort ?

— Ah ! na rit ket a van : me ’lavar alïes geriou evel-se ha n’int netra, gouzout mat a rit ze… A -raok kaout ar brinsez-ze, az po da ober. Hounnez ’zo o chom en eur c’hastell kaer, etre an nenv hag an douar, Selaou mat, an Tort.

— Met pelec’h ema da dort eta ?

— Bah ! na rit ket a van, em eus lavaret d’ec’h c’hoaz… Da genta e kavi eur stêr ledan ha doun ha n’eus pont ebet warni. Pa vi digouezet eno, trouc’h gant da gontell eur wialenn haleg en eur c’harz. Goude m’az pezo trouc’het ha peilhet da wialenn, n’ankounac’ha ket bouta anezi teir gwech er c’harz. Neuze ec’h i betek ar stêr hag e skoï tri daol gant da wialenn war an dour, hag unan gant da droad war an douar, ha kerkent e savo eur pont war ar stêr. Tremen buan en tu all d’an dour… Met ne vezi ket c’hoaz e penn da labour, tort kêz.