Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XI

da heul eul lizer skrivet d’ar ministr (Pontoise, 25 eost 1854) evit goulenn outan beza hanvet e Pariz da gelenner eur c’hlas izel en eul « lise » bennak. Roet e voe d’ezan ar c’honje a c’houlenne.

Tremen a reas e Keranborn ar pennad kenta eus e gonje. E keit-se ne chomas ket dibreder : en em lakaat a reas da zastum hon misteriou koz ha d’o studia, ar pez a dalvezo d’ezan diwezatoc’h evit skriva ar pennad a ’n em gav e penn al leor Santez Tryphina hag ar roue Arzur. Kenderc’hel a reas ivez da sevel gwerziou gallek. Pa gavas e oa fonnus awalc’h e hordenn, setu hen ha mont da Bariz evit êsa kas da benn e vennad : moula en eul leor eun dibab eus ar gwerziou-ze. Evit rei muioc’h a lans d’al leor-ze, e sonjas kaout skoazell digant Sainte-Beuve, eur barner-skridou brudet-tre d’ar mare-ze, met n’en devoe ket digantan ar sikour a c’hoantae. Sainte-Beuve, goude beza lennet piz ar gwerziou, ne gredas ket e oa enne eun danvez nevez, dispar, gouest da denna war an aozer sellou hag evez al lennerien, hag ec’h alias An Uhel da lezel e werziou diembann, da zistrei da rejant ha, ma felle d’ezan en em rei d’ar varzoniez, ober e ero e park Breiz-Izel.

An Uhel ne heulias ket penn-da-benn ha dioustu an aliou fur roet d’ezan gant Sainte-Beuve. Distrei a reas koulskoude da Geranborn, rak ac’hane, ar 25 gouere 1855, e skrive d’ar ministr evit goulenn digantan eur garg a rejant a glas izel, pe e Pariz pe en eur rann-vro bennak, met dreist-holl e Roazon. E c’houlenn e reas skoazella gant Sainte-Beuve ha gant an aotrounez Laferrière, enseller-meur an Deskadurez, ha Viktor Foucher, an daou-man mignoned vras e eontr J.-M. Ar Huërou. E-lec’h heuilh aliou ar ministr, da lavaret eo, skriva da benn-rener an Akademi ma c’hoantae beza hanvet enni da rejant, An Uhel a skrivas adarre d’ar ministr an 23 a viz here : eus Plougerneve eo deiziadet al lizer, rak eno e oa êt da dremen eur miz bennak e ti e c’hoar hena Katel, a zalc’he er barrez-ze, gant he fried Clec’h, an douarou staget ouz maner Koad-Tugdual.

An 12 a viz du 1855, ar ministr a sine d’An Uhel eur c’honje nevez « de disponibilité » (er-mêz a garg). An Uhel, chifet, a zis-