Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
X

lach Dinam. E 1849, en em gav eleksionou hag an Uhel en em laka war ar renk evit beza depute [1] : n’en devoe nemet eiz mouez. Diwar neuze, en em roas a-zevri d’al labour war al lizeradur breton : en e baperou hon eus kavet eur pennad-skrid hag e tifenn hag e tidamall ennan Kervarker da veza distreset ar gwerziou dastumet gantan etouez ar bobl. Ret eo lavaret e troas kein diwezatoc’h hag e stourmas ouz Kervarker, evel ma welfomp.

An 30 a viz gwengolo 1851, e voe hanvet da rejant ar 6vet hag ar 7vet klas e skolach Pontoise (Seine-hag-Oise). Breman eman pell diouz Breiz-Izel, evel harluet. Ne seblant ket en em blijout er gêr vihan-ze. Beva ’ra e-unan-penn, hep darempredi den war vete nebeud : « Tremenet oun peurvuia evit eun den n’oar ket en em ober ouz an dud », a skriv d’e gerent ar 27 a viz ebrel 1853. Evit en em zizenoui ha marteze piket gant ar c’hoant da veza brudet diwezatoc’h evel barz, en em ro d’ar varzoniez. Savet en deus, e Pontoise, meur a werz embannet en e leor Chants de l’Epée. Met ouspenn, kregi a reas — ma n’en doa ket boulc’het al labour-ze epad ma chome e Dinam, — da drei e gwerziou gallek meur a werz hag a son eus ar Barzaz-Breiz, rak d’ar mare-ze al leor dispar-man a oa evitan ar pez eo ar Bibl evit ar brotestanted : Kavet hon eus en e baperou meur a droïdigez deiziadet eus Pontoise [2]. Ha ne gav ket d’eomp e vefe dre fouge e skrivas diwezatoc’h (15 a viz du 1872) d’an Aot. J. Salaün : « N’em eus ket karet a bell ar Barzaz-Breiz ; troet em eus al lodenn vrasa eus al leor-ze e gwerziou gallek… (L’Electeur du Finistère, 20 a viz du 1872).

E kerz miz gwengolo 1854, eus Plouaret e-lec’h m’oa deuet da dremen an ehan-skol, An Uhel a c’houlennas digant ar ministr eur c’honje betek divez ar bloaz-skol 1855, abalamour m’oa klanv, emezan. Nemet eun digarez n’oa ken : chom pelloc’h e Pontoise ne blije ket d’ezan ; ne c’honee nemet 1.100 lur ar bloaz, hag ouspenn,

marteze, feuket e oa dre n’en devoa ket bet eur respont mat

  1. — Diskleria ’ra en e lizer d’an elektourien (Dinam. 27 ebrel 1849) ez eo republikan ; ne gav ket d’eomp e vefe bet, d’ar mare-ze eus e vuhez, gwall doun en e spered e venoziou republikan. Sellit ouz an notenn 26.
  2. — En o zouez, Kroaz an hent, embannet diwezatoc’h, hep hano ebet, er gelaouenn Le Conteur breton (Roazon), 26 c’houevrer 1865, p. 94.