Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85


— Me ’m eus klevet komz anezi, met n’ouzon ket pelec’h eman.

— Ha te, kenderv bras ? a lavaras d’an Avel bras.

— Me oar pelec’h eman ; o tont ac’hane ez oun, ha warc’hoaz e retornin di adarre.

— Va c’has a ri ganit neuze ?

— Ya a-walc’h, mar gallez heuilh ; met eomp da gousket breman, rak warc’hoaz hon devo kalz a hent d’ober.

An deiz war-lerc’h ar beure, goude dijuni, ec’h eas pep-hini en e du.

— Deus war va lerc’h, mar gallez, a lavaras an Avel bras da Fanch.

Ha setu hen en hent. Frrr ! ou, ou, ou, ou ! viiiii ! Ha Fanch war-lerc’h, ha da skei stank-ha-stank gant e wialenn wenn, a ree kant leo bep taol. Pa zizroas an Avel bras da sellet pelec’h ’oa manet, e voe souezet bras o welet anezan war e seuliou. Setu ma tigouezont gant ar mor.

— Me n’hallan ket mont pelloc’h, mar n’am c’hemerez ket war da gein, a lavaras Fanch d’an Avel bras.

— Me da gemero war va c’hein, mar roez d’in boued pa c’houlennin.

— Ya, kement ha ma kari.

Ha setu Fanch war gein an Avel bras, ha da vont adarre. Dalc’hmat e c’houlenne da eva pe da zibri. Met e serviedenn a oa gantan, ha, dre ma c’houlenne, e roe d’ezan. Mont a reont, mont a reont ! frrrrr ! viiiii ! ou, ou ! Gwelet a reont ar c’hastell ’lec’h m’eman ar brinsez Troïol. Diskennet eo Fanch e-kreiz ar porz. Staga ’ra tri mouchouer ar brinsez, — an hini gwenn, an hini griz hag an hini du, — ouz eur vaz, hag e plant anezi en douar. Prestik goude ar brinsez a dremen gant mestr ar c’hastell evit mont da eureuji d’an iliz. Gwelet a ra Fanch hag an tri mouchouer, hag e lavar d’he flac’h a gambr :

— It da c’houlenn digant an den-ze pegement e kousto d’in unan eus e vouchouerou.

Mont a ra ar plac’h a gambr da gavout Fanch.

— Pegement e kousto d’in unan eus ho mouchouerou evit va mestrez ?