Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84

d’ec’h, hag en deus digaset d’ec’h d’ho koan peb a ejen ha peb a varriken win ! Azezit aze e-tal an tan, ha roït peoc’h, pe ho pezo fest ar vaz.

Hag ec’h azezas war eur skabell e-tal an tan, evel egile.

Emberr, setu eun drouz hag eun dourni kalz gwasoc’h. Krena a ree an ti, krec’h-traon, hag ar gwez a oa en-dro a strake hag a yude : spontus ’oa da glevet !

— Arru eo va mab hena ! eme ar wrac’h koz.

Ha kerkent e tiskennas dre ar siminal, ken a skubas an tan da greiz al leur-zi. Hag e lavare :

— Naoun am eus, mammig paour ! naoun am eus ! naoun am eus !

— Ma ! roit peoc’h, prest eo koan.

Met pa welas Fanch :

— Eur c’hristen ! a lavaras kerkent.

Hag e oa o vont d’hen lonka ; met an hini goz a grogas en eur wezenn-dilh he devoa tennet el lïorz hag en em lakaas da gotta he mab hena :

— Ah ! c’hoant lonka da genderv a teus ; mab ma c’hoar, eur bugelig eus ar gwella, en deus digaset d’ec’h d’ho koan peb a ejen ha peb a varrikenn win ! Hag e sonj d’it da lezin da ober ! Hag an hini goz a skoe hep truez, hag an Avel bras a grie :

— Goustadik, mammig kêz, goustadik !… Ne rin droug ebet d’am c’henderv, p’en deus digaset d’eomp peb a ejen ha peb a varrikenn win.

Hag e paouezas neuze an hini goz da skei, hag en em lakajont holl ouz taol neuze. Met kement a lonkent, kement a lonkent, an Avel bras dreist-boll, ma renkas Fanch lavaret d’e serviedenn ober he dever betek teir gwech. Pa voe leun o c’hofou ivez eun dro bennak, e teujont d’azeza en-dro d’eun tan bras hag en em lakajont da gaozeal evel pevar mignon.

— Pelec’h ec’h ez ivez, kenderv ? a lavaras an Avel bihan da Fanch.

— Da glask ar Brinsez Troïol. Gouzout a rez pelec’h ema ?

— N’ouzon ket, avat ; biskoaz n’em eus klevet komz anezi.

— Ha te, kenderv ? a lavaras d’an eil Avel.