Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78


Hag e tiframmjont anezan etre pevar c’hartier, hag ez ejent kuit neuze, en eur c’hoarzin gant eun drouz spontus.

Kerkent e teuas adarre ar c’havr er gambr : breman e oa plac’h betek hanter he c’horf.

— Ah ! paour kêz, emezi, e pe stad out aze !

Tostaat a reas an tammou an eil ouz egile, hag en em lakaas adarre d’o frota gant he louzou. Setu rentet ar vuhez da Fanch evit an eil gwech.

— An deirvet nozvez, a lavaras d’ezan ar plac’h-gavr, e vo ar gwasa ; met kemer kalon, ha, mar gallez tremen mat an nozvez-ze e vo neuze fin d’az poaniou, ha d’am re ivez, ha da re ar re all holl a zo aman.

— Ne gredan ket e c’hallfe c’hoarvezout kalz waz ganen eget beza lazet, evel ma ’z oun bet diou wech bete vreman, a lavaras Fanch.

An deirvet nozvez, evit diverra, ec’h eas adarre d’ar memez kambr, goude e goan, hag en em voutas en dro-man dindan ar gwele.

— War-dro hanter-noz, ec’h arruas adarre ar memez re ; ha trouz ha tourni adarre.

— C’houez ar c’hristen a glevan adarre ! a lavaras eur vouez. Daoust ha na ve ket maro c’hoaz ar prenv-douar-hont ?

Hag int da zidanfoeltri ar gwele. Netra. Hag int da sellet dindan.

— Aman ’man ! aman ’man !

Ha setu chachet Fanch kêz a-heli [1] e droad.

— Arsa ! ret eo d’eomp achu gantan an dro-man. Petra ’vo grêt anezan ?

— Poaza anezan oc’h ar ber, hag hen debri goude.

— Hag a zo mat, greomp evel-se !

Ha setu grêt eun tan bras, laket Fanch en noaz ha poazet a-us d’ezan ha debret goude, betek an tamm diweza, zoken an eskern.

Pa voe fin d’ar pred hag êt kuit ar jeanted, e teuas er gambr

eur plac’h penn-da-benn en dro-man, eur brinsez eus ar gaera !

  1. A-heli (Treger) : par.