Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77

lakajont d’hen teurel ha d’hen disteurel an eil d’egile evel eur bolotenn. Kaer o devoa ober, Fanch ne lavare ger ebet, hag a ree van da gousket bepred.

— Petra, ne zihuno ket ? a lavaras unan.

— Gortoz, gortoz, a lavaras eun all, pa fell d’ezan kousket.

Hag hen stlapas ker rust gant ar voger, ma pegas outi evel eun aval poaz, ar paour kêz. Hag ez ejont kuit neuze, en eur c’hoarzin.

Neuze e tigouezas er gambr ar c’havr en devoa gwelet p’arruas er c’hastell ; met he fenn a oa breman evel hini eur plac’h kaer.

— Paour kêz, a lavaras, nag a boan a teus gouzanvet.

Hag en em lakas da frota anezan gant eul louzou a oa ganti : ha, dre ma frote, e teue ar vuhez hag an nerz en e gorf. Ma ’n em gavas adarre ker beo ha ker yac’h ha biskoaz.

— Tremenet mat eo pep tra evit an dro-man, a lavaras ar c’havr d’ezan ; met an noz da zont, ez pezo muioc’h a boan c’hoaz. Na lavar ger ebet atao, n’eus forz petra a c’hoarvezo, ha diwezatoc’h e vezi digollet.

— Ober a rin gwella ma c’hellin, a lavaras Fanch.

Hag ar c’havr a yeas kuit.

Dijuni ha leina a reas mat ; tremen a reas an deiz o vale dre ar c’hastell hag ar jardinou, hep gwelet den, ha, goude koan, ar memez dorn a grog er c’hantelour hag a gas anezan adarre d’ar memez kambr. An dro-man en em vout dindan ar c’holc’hed, er gwele.

— Marteze aman n’am c’havfont ket, a lavare ennan e-unan.

War-dro hanter-noz, setu trouz ha c’hoari er gambr.

— C’houez ar c’hristen a glevan ! a lavar eur vouez a-greiz holl.

— A belec’h ar foeltr ? a lavar ar re all. Gwelet a rez n’eus den ebet er gwele ; c’hoari, ha na gomz ken a gristenien.

Hag en em lakaont adarre da c’hoari ; ha trouz, ha tourni. Met a-greiz holl ar memez mouez a lavar adarre :

— C’houez ar gristenien a glevan, pa lavaran d’ec’h, paotred !

Hag hen da zidanfoeltri ar gwele, ha setu dizoloet ar paour kêz Fanch.

— Pa lavaran d’ec’h, paotred !… Petra ! beo out c’hoaz, prenv-douar ? Gortoz, bremaïk ’vo grêt ouzit !