Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Teurrel a ra ann éponj, hag ec′h a ar brini d′hen kass d′ar c′hastell.

Skuiza a ré Thérésa baour ; met leun a oa a galon.

— N′hon euz ken nemet c′houezek lew da ober, emehi, ewit tapout ar ster, ha mar gallomp hi zrémenn, ez omp zalwet, rag n′hen défo galloud a-bed neuzé ar majisian war-n-omp ; met sell bepred war da lerc′h ; na weles nétra ?

— Eo, ma Doué ! ur c′hi-barbet du war hon zeulio !

Pa oa Thérésa o lampad bars ar ster, a oa iwe ar c′hi-barbet du o kregi en hé lost, ken a chommas gant-han leiz he c′heno a reun. Met un tammig re-divezad a oa !

— Un tol mad eo d′id, eméhan, o skrigna he dent, bea êt diwar ma douar !

— Ia, met breman me a ra goap anout, ha da dri levr ruz a zo ganen !

— Ia, siouas ! met ar re-se a deuio c′hoaz d′ar gèr.

— Gwelet a vo !

Hag ar majisian d′ar gèr neuzé, fuloret braz hag oc′h ober tan ha kurun !

Ann daou-man a dalc′h da vont bépred, met war ho fouez breman, hag hep néc′hamant a-bed. Pa oent digwêt en ur c′hoad, e-kichenn ur roc′hell vraz-vraz, Thereza a gomzas évelhenn :

— Bréman a vo rèd d′id ma lac′ha.

— Jezuz ! petra a laret ? bikenn n′am bô a galon da ober-se.

— Rèd a vô hen ober, pa laran d′id, pé na dalveo netra holl kement hon euz gret bété vréman. Diwad an-hon dré ma gouk, digor neuzé ma c′hôf, hag a weli petra a c′hoarveo.

Lac′ha a ra Koadalan Thereza, digerri a ra d′ehi he c′hôf, ha kerkent a well tont e-meaz hag o sével en hé gichenn ur brinses ar gaera.

— Mé, éméhi, a zo merc′h d′ar roue Naplez ; met mé n′oun ket ewit-oud ; kaeroc′h ewit-on a tlé bea da bried, merc′h ar roue Spagn. Met na euz forz pegoulz as po ezomm a zikour, deuss aman étal ar roc′hell-man, lâr ter gwez : Théréza ! Théréza ! Théréza ! hag a teuin kerkent.

Kimiadi a reont neuzé ann eill euz égilé, en ur oela. Met lezomp breman ar brinses, ha heuillomp Koadalan.

— Ar pez am euz da ober, a laras neuzé d′ehan he-unan, eo mont étrézeg ar Spagn, pa eo gwir eman eno danvez ma fried. Met dré bélec′h ? pa na ouzon hent a-bed.

Hen em wiska a ra evel ur prinz (gant hé dri levr ruz, a oa chommet