Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Mont a ra Koadalan da glask kerdenn da erreï he diou-eskel hag he benn d′ann aigl, hag a teu are da gavoud Thérésa.

— Breman a vo rèd d′id lakad ann tan en ur bern-koad a seiz-ugent kordenn a zo azé bars ar porz.

Lakad a ra ann tan er c′hoad, ha setu un tan-ifern !

— Breman a zo azé ur c′hloc′h, hag a zôn anehan he unan, pa c′hoarve un dra-bennag a newez er c′hastell, hag a vo rèd d′id hen dideoda hag hen stoufa neuze gant stoup.

Dideoda a ra Koadalan ar c′hloc′h, hag hen stoufa gant stoup.

— Breman, ewit dont da vea ur Prinz kaer, kerz da walc′hi da benn en ur feunteun a zo azé en traon ar porz.

Gwalc′hi a ra he benn er feunteun, ha kerkent he vleo a deu da vea alaouret holl.

— Breman stag d′in plouz ha stoup indan ma zreid, ′wit na rin ket a drouz war bave ar porz, o vont-kuit.

Ober a ra se aré.

— Tap breman ann éponj, ann torch-plouz hag ar skrivell, — ha dreist-holl na ankouaz ket ann tri levr ruz. — Gret eo.

Pign war ma c′hein breman hag eomp-kuit buhan.

Ann aigl na hell ket kriall, ar c′hloc′h na zôn ket iwé, ha setu-int o vont d′ann daou-lamp ruz !

Pa oant êt ur pennad, a lâr Theresa da Koadalan.

— Sell war da lerc′h ; na weles netra o tont ?

— Eo ; ur bagad chass ; hag a réd, hag a réd !

— Tol buhan ann torch-plouz war da lerc′h.

Teurrel a ra ann torch-plouz, hag ar chass a lamp warnehan hag a réd d′hen kass d′ar gèr.

— Sell war-da-lerc′h, — a lâr aré Thérésa ur pennadig goudé, na weles netra ?

— Nann sur, met ur goummoulenn a deu war-n-omp, hag a zo ker du, ma téféla ann dé gant-hi.

— Ar majisian a zo en kreiz ar goummoulenn-se ! tol buhan ar skrivel.

Teurrel a ra ar skrivel, hag ar majisian a ziskenn euz ar goummoulenn, he zap hag ec′h a d′he c′hass d′ar gèr.

— Sell c′hoaz war da lerc′h, a lâr are Thérésa, ur pennadig goudé, na weles netra ?

— Eo ! ur bagad brini, hag a deu war-n-omp a denn-askel !

— Tol buhan ann éponj !