Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

krog mad ann tan, a tolin en he greiz ar walenn-aour, o lâret d′ar zonerrienn : it d′hi c’hlask !

Laket eo ann tan er bern-koad, hag ar vatez a dol ar walenn-aour en he greiz, hag a lâr d′ar zonerrienn : it d′hi c’hlask ! Ar re-man a lamp kerkent en tan, hag a glask, evel diaoulienn a oant.

Met ar walenn-aour a zo troët neuze en ur gorbonenn e-touez ur bern-braz a winiz a oa en zolier ar c′hastell, hag ann tri all, en tri c′hôg, péré a em laka da glask ar gorbonenn er bern-gwiniz. Met ar gorbonenn a deu neuze da vea ul louarn, pehini a dag ann tri c’hôg.[1]

Ha setu aze vel ma trec′has Koadalan war ann tri diaoul, hag a chommas gant-han he dri levr ruz.

Goudé kement a boanio, a tistroas are d′ar gèr. He dad a oa marwet ; he vroeg hag he vugel a deuas iwé da verwell, prestig goudé, hag a chommas he unan ; met hé dri levr-ruz a oa gant-han bépred. Gant ar re-se a c′helle ober holl ar pez a garé, nemet tec’hel diouz ar Maro. Deut a oa da vea koz, hag hen defoa aoun-braz ouz ar Maro. Bemdez a studie mui-ouz-mui he levrio, o klask penoz ober ewit galloud em inkarni ha bewa da virwikenn. Hag un dez a sonjas hen defoa kavet ann tu, ha setu penoz.

Dastum a ra holl dut he di, hag a lâr d′he : Sentet ouzin, na euz forz petra a lârin d′ac′h, arc’hant ho po kement ha ma karfet. It da genta da glask d′in ur vagerez gant he bugel kenta newe ganet, hag ho digasset aman buhan.

Digasset a zo d′éhan ur vageres gant he bugel kenta newé-ganet, ha kalz a leaz gant-hi. Homan a tlee chomm c’houec’h miz er c′hastell hep gwelet den a-bed, zokenn he fried. Kant-skoed ar miz a vije paeet, lâret a ra neuze d′ehi : Me a vo lac’het breman, draillet munud evel kig-silzig, ha neuze laket en ur boudez. Ar boudez-se a vo laket en-kreiz ur bern teill-tomm, ha diou-wez bemdez, epad c’houec′h miz, da greiz-de ha da der-heur, a renkfet dont, un antér-heur bep gwez, da skuill leaz ho pronno a-uz d’ar boudez lec′h ma vin a bezio. Met diwallit mad a kouskfac’h epad ma véet o skuill ho leaz. A-ben

c′houec’h miz, mar gret mad evel ma lâran, a savin em fez euz ar boudez, ha

  1. Cette série de métamorphoses du héros de notre conte rappelle la poursuite de Gwion par Keridwen dans le Hanes Taliesin :

    « Vraiment, s’écria Keridwenn, c′est Gwion le nain qui est le ravisseur. » Ayant prononcé ces mots, elle se mit à sa poursuite. Gwion, l′apercevant de loin, se transforma en lièvre, et redoubla de vitesse ; mais Keridwenn aussitôt changée en levrette le dépassa et le chassa vers la rivière.

    Se précipitant dans le courant, il prit la forme d’un poisson ; mais son implacable ennemie, devenue loutre, le suivit à la trace ; si bien qu′il fut obligé de prendre la figure d′un oiseau et s′envola dans l′air.

    Cet élément ne lui fut pas un refuge ; car la dame, sous la forme d′un épervier, gagnait sur lui, et allait le saisir de sa serre.

    Tremblant de la terreur de la mort, il aperçut un tas de blé, sur une aire, et se glissa au milieu, semblable à un simple grain.

    Kéridwenn prit la forme d′une poule noire à la crête élevée, ouvrit en grattant le tas de blé, distingua le grain et l′avala, etc.. »

    Traduction donnée d′après la traduction anglaise d′Ed. Davies [Celt. Myth..,p. 229 et suiv.), par Jules Leflocq, Etudes de mythologie celtique, p. 69.