— Warc′hoaz, ma zad, a zo ur foar gaer en Lanhuon, hag a vo rèd d′ac′h mont d′ehi.
— Da bétra mont d′ar foar, pa n′am euz na marc′h, na buc′h, na porc′hell ?
— N′ho pêt morc′hed, warc′hoaz ar beure a kavfet un ijenn kaer en ho kraou. It gant-han d′ar foar ha goulennet out-han ar pez a garfet, hag a ve mill-skoed, hag a vo roët d′ac′h ; met na lest ket ann nask da vont gant ann ijenn ; bêt sonj mad a-zé, pé n′am gwelfet ken.
— Ma ! émé ar paotr koz.
Ann déwarlerc′h ar beuré ec′h a da welet d′he graou, hag ez eo souezet braz o welet eno un ijenn ar c′heara, ével n′hen defoa gwelet biskoaz, Lakâd a ra un nask d′ehan war he c′houk, hag ec′h a gant-han da Lanhuon. Ann holl a lâré, penn-da-benn war ann hent : — Kaera da ijenn ! da biou eo ? — hag a oa stad er paotr-koz.
Kerkent ha ma ′c′h arruas er foar-lec′h, a teuas ann holl en dro d′éhan.
— Pégement ann ijenn ? — a lâré kigerrienn Lanhuon ha Landreger.
— Mill-skoed ! — a lâré Koadalan goz. — Hag ec′h ent-kuit.
Paotred Montroulez, ha Léon, memeuz tra. Na oa den ′wit sevel ann ijenn.
Ma tigwezas en-bezr tri varc′hadour braz, leun ho godello a arc′hant, ha na anavéé den an-he (Tri diaoul a oant).
— Pégement ann ijenn ?
— Mill-skoed !
— N′eo ket ewit netra, tad-koz ; met na euz forz, ul loen-kaer eo, plijout a ra d′imp, ha gret ê ar marc′had ; ha setu aman arc′hant raktal.
Ar paotr-koz a laka ann arc′hant en he c′hodell hag a ro ann ijenn d′ann tri varc′hadour, met a vir ann nask.
— Roët iwé ann nask, tad koz.
— N′am euz goerzet nemet ann ijenn, ha na roïn ket ann nask.
— Ann nask ac′h a atao da-heul ar vuc′h hag ann ijenn.
— N′am euz ket goerzet ann nask, ha na roïn ket anehan.
— Rèd eo d′imp kaout un nask ; roët anehan, hag ho pô mill-skoed all.
— Na roïn ket, ha pa ve ewit dek-mill.
Hag a laka ar paotr koz ann nask en he c′hodell, hag ec′h a-kuit.
Ann tri marc′hadour a bign neuzé war gein ho ijenn. Heman a em laka kerkent da vléjal, da redek ha da bennfolli, hag ho stlej ho zri d′ann douar.