Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/12

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10


Ne voe qet bet lêzet ermès :
Deputet e voe gant e vest,
Evit pini en d’oa interest,
Da glasq eur plac’h voa destinet
Gant Doue evit pried
Da Isaac, den yaouanq flam,
Ha mab unic da Abraham.
Evelse dre urz an Tad,
E partias mintin mad,
Hac ec’h antreprenas joaüs
Eur veach hir na fatigus,
Var zu ar Mesopotami,
Hep gouzout hent ebet da vont d’y.
Mes pa ignorer an hentchou,
E rêr mad var boes goulennou.
Evelse pa zòn êruet amàn,
E c’houlennàn hano an ty-màn.
R. Ho ! ma vije deut hennes amàn.
Ni hor bije poqet dezàn ;
An den-ze, var a lavarit,
A voa eun den leun a verit :
Mes bremàn eus eun amzer all,
Hac e vale calz a dud fall ;
Bremàn e veler bizier-balan
Prest da grevi gant bêr-alan,
Oc’h invanti niver traou
O clasq laqat güir ar gaou ;
Uza a reont tout o adres,
O prometi môr ha menes :
Eun den a lavar calz a draou,
Ne zint peurvuia nemet gaou,
Mar doc’h eur gascon evelse,
Troit ho qein pe it adre.
G. An hini a zo va model,
A voa güirion ha fidel,
Clevit cvhoas daou pe dri guer,