Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/11

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9


Crampoez, ha calz eus a draou all ;
Hac eo ret mad deomp, goude-ze,
Delc’hel hon ty en surete.
Allas ! ni ne ouzomp doare
Ha c’houi a vez eus ar seurt tud-se ;
Gouscoude mar doc’h scuis en ho sa,
Ha c’hoant dêc’h-hu da azea,
Me royo dêc’h eur voutez prenn :
Azeit unan en pep penn ;
Neuze, hac e vec’h-hu ermèz,
E parlantot güell en hoc’h èz.
G. Mar deo difianç ho laqa
D’hon trêti er feçon-mâ,
E tisclêryan dêc’h a bouez penn
N’omp qet ar seurt friponerien,
Laeron anduil ha qig sall,
Na troyadellerien all,
Mes hon deveus commission
Conform d’hon religion ;
rac merqet eo ebars er Scritur
Penos güeachal eun den fur
A voa hanvet Eliezer,
A ras ar memes micher ;
Ha penos, hervez an histor,
E voe trêtet gant calz enor.
R. An histor-ze sur, va mignon,
A verit calz attantion.
Eun talant demeus ar c’haera
Eo gouzout en em explica.
Hac erfin eus ho complimant,
Mar bezit eus hor santimant,
Ni a velo petra da ober,
Hac petra ras Eliezer ;
Pe mar er c’herit, da guenta,
Livirit petra voe grêt dezâ.
G. Eliezer, va mignon qès,