Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9


An Amourous a lavaro, en eur boqat d’e Vestrez :

Ah ! va c’halonic eun Doue ! pebes vad a rit dìn : Breman e velàn e carit ac’hanon.

Ar Vestrez. Douçic, douçic eta, va mignonic qès ! avoalc’h ê. Gortozit ma vimp demeet. Güelet a rit-hu tud duont ec’h ober goab ac’hanomp ?

An Amourous. Evit accomplissa an affection hac ar volonte vad pere a velàn ennoc’h bremàn, grit dìn eta ar blijadur da rei dìn ar voalen a zouguit var ho piz, evit assuranç demeus ho carante sincer.

Ar Vestrez. Gant plijadur er grìn, sepet ma rentot dìn eur faveur all evit assuranç deus hoc’h amitie.

An Amourous. Qementse a zo sur rêsonabl ; mes ho pedi a ràn da gaout patiantet betec ar goulennou, ha neuze em bo eun dra benac de rêi dêc’h hac a vo dign ouzoc’h.

Ar Vestrez. Ho trugarecât a ràn calz demeus an enor oc’h eus deurvezet ober dìn, hac e promettàn dêc’h e comzin d’am zud eus an dra-mâ, hac en eur lavarat dêc’h qen a vo, e zòn ho servicherez humbl.

An Amourous. Va mestrez qèz, me ell assuri e zàn d’o quittât gant calz a boan ; rac-se, epad an amzer ma vìn privet ouzoc’h, eur moment a vo deveziou evidòn ; an deveziou a vo blavesiou ; gouscoude, ne ancounac’haìn biqen ho charmou hac ho perfectionou. Qen a vo eta, va c’halonic vian, va ferlezennic ; qen a vo ar blijadur d’ho qüelet, pehini a vo qenta ma vo possubl din.

Penos e tle an Amourous saludi ha comz eus e Vestrez.

Ac’hanta, va c’halonic, penos a rit-hu abaoue m’am boe ar blijadur d’ho qüelet divea ? Pell bras òn bet hep dont, rac eur güir amourous a gav hir an amzer, pa ne all get güelet e vuia-caret.

Ar Vestrez. Ah ! va mignonic en Doue ! joa vras a ra dìn ho qüelet yac’h ; demeus al liou eus ho pizach, e velàn noc’h qet bet clàn, a drugare Doue.