Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8


Ar Vestrez. Gouzout a rit ervat e meus c’hoas lavaret dêc’h penos e caran an enor dreist pep tra oll.

An Amourous. Ha possubl ve em estimfec’h qer maleürus da nonpas oc’h estimout nemet evit ho tanve ! Nan, nan ; ho carout a ràn a greiz va c’halon, mes en pep honestis ; rac-se eta, ne ziferit qet breman da lavarat din ho polonte ; aon a meus na rafec’h nep caz diouzòn : Daoust da guementse, me zo ho servicher a greiz calon.

Ar Vestrez. Ne douetàn mui demeus ho carante ; n’en em informàn qet eus ho madou ; mes gouzout a rit ervat n’en dòn evit prometi nac ober netra hep avis ha consantamant va zud.

An Amourous. Güelet a ràn ervat, dre ma zoc’h eus a eur famil vad, ne allit qet bea hep servicher, pa ne fell qet dêc’h lavart ia ; mes lavarit da viana nan.

Ar Vestrez. Perac n’am c’hredit qet ? Lavaret a meus dija dêc’h meur a vech, hac e lavaràn c’hoas evit ar vech divea, penos ne anaveàn den da vea servicher din.

An Amourous. Lavarat a rit noc’h eus qet a zervicher ; me ive a assur dêc’h ne meus mestrez ebet. Ho pedi a ràn eta c’hoas, mar am c’havit dign ouzoc’h, da lavart dìn ia, rac terrupl bras e teziràn ze.

Ar Vestrez. Evit laqat fin d’ho tiscoursiou hac ar repos en ho speret, e fell dìn avoalc’h lavarat ia ; mes en condition penos va zad ha va mam a rayo ar pez a blijo dê, rac int ê ar mestrou.

An Amourous. O caera comz ! ô coanta ia ! M’en assur dêc’h, va douç, penos va c’halonic paour a stracl em c’hreiz gant ar joa. Mes n’en deo qet avoalc’h se, rac ret eo c’hoas, evit an esperanç demeus ho carante, permeti din rêi dêc’h eur poqiq.

Ar Vestrez. Clevet e meus alies lavaret n’en dê qet mat poqat d’ar botret ; rac-se, me ho ped d’am excusi. Mes evit oc’h assuri deus va c’harante sincer evidoc’h, ne refusìn qet dêc’h eur poqiq hep mui qen, nemet e vo roet gant modesti ha var va dal.