Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5

madou, ha na deufec’h da vea mevel elec’h bea mestr.

Ma ne dê qet qer pinvidic ha c’houi, laqit eves mat d’e c’homzou ha d’e c’hundu, evit n’ho pezo biqen qeuz da veza demezet dezi ; rac an demeziou grêt a volonte vat hac hep interest, a zo calz agreaploc’h da Zoue eguet ar re all, dreist oll pa ve bet consantamant ar herent, rac neuze, ero e venediction d’ar priejou a ve dign, dre m’o deveus roet ar breferanç d’an honestis var ar madou.

Discours eun Amourous evit tostat da eur Plac’h pehini en em guev en compagnunez re all, hac evit disclêrya dezi ar garante zo eviti.

Ho madelez hac ho craçou mad am doug da dostât ouzoc’h. Ne ouzòn qet ha ne zisplijo qet dêc’h an hardieguez a guemeràn da zont d’oc’h abordi ; mes ne allàn qet miret da c’houlen diganêc’h piou oc’h eus choazet evit caout ar boneur da veza ho servicher, ho touç hac ho mignon.

Ar Vestrez. Eleal, den yaouanc, gallout a ràn assuri dêc’h penos presanç eun den qen honest ha c’houi ne alfe biqen displijout ; ar c’hontrol ê : en em estimout à ràn enoret bras demeus ho compagnunez ; mes evit ar pez a zo demeus va zervicher, ec’h allàn assuri dêc’h ne meus nicun.

An Amourous. Ha possubl ve ! Me gred e rit goap ac’hanon, rac ar graçou caer, ar furnez hac an oll galiteou precius a remercàn ennoc’h, a ra dìn credi ferm penos ne allit get bea hep caout eun Amourous.

Ar Vestrez. Va c’hredi mat a ellit, den yaouanc ; ne lavaràn nemet ar virione.

An Amourous. Güelet a ràn dre al liou eus ho pizach penos oc’h eus mez ouz en henvel : mes en em assurit, rac ne allàn qet credi e ve eur plac’h qer coant hep eur zervicher.

Ar Vestrez. Va fardonit, den yaouane, mar plich ganêch.