Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4


Ret eo tec’hel ouz ar goall gompagnunezou.

Laqit eves mat da dec’hel ouz goal gompagnunezou, dreist-oll, ouz ar mezvierien, leoudouerien, laeron ha tud lubric, hac eus a guement a ve capabl da ober gaou d’oc’h enor ; rac, ha n’o pe nep inclination evit ar viçou-ze, en eur heuill ar seurt tud, e laqafec’h sonjal fall ouzoc’h. Er c’hontrol, frecantit bepret tud honest ha vertuzus, pere o deveus bepret an humpla respect evit Doue, hac e vezoc’h, dre ho cunde mad, estimet gant an oll : qementse ho rento agreapl d’ho Mestrez.

En pelec’h an Amourous a dle clasq e Vestrez.

Mar fell dêc’h clasq eur vestrez evit e c’harout en honestis, e zeo ret dêc’h mont er plaçou ma ouzoc’h e ve calz a dud, rac hi na dle qet dont d’ho clasq ; mes c’houi eo oc’h-unan a dle ober an demarchou qenta, pa zeo güir oc’h eus ezom anezi : evel en eureujou, er festou ar goadiguennou, er marc’hajou, er foarriou, er pardonniou, el leuriou nêvez, elec’h ne vanqont james da vont, evit caout ar blijadur d’en em disqeuz : eno ec’h ellit ober ho choas. Ha p’o pezo cavet unan agreabl d’ho taoulagad ha d’ho calon, en em informit petra eo e c’herent, he c’halite hac e c’hundu, evit na gollot qet ho poan hac hoc’h amzer d’he c’harout ha d’he zervicha ; rac bez e zeus calz hac a ra muioc’h a gaz eus ar goantiri hac eus ar prestanç vrao, eguet eus ar furnez hac eus an enor.

Ret eo eta dêc’h güelet ha c’houi a zo dign eus anezi hac hi diouzoc’h ; anfin, ha c’houi a zo convenapl an eil ouz eguile, rac pa chass ar c’hezeg ingal, ar c’har a ya güelloc’h aroc.

Mes mar tigüe dêc’h bea laqet ho carante en eur plac’h pinvidicoc’h eguedoc’h, bezit soignus mat da veza parfet en tout, evit, pa vezot demeet, ne devezo biqen lec’h da reproch dêc’h ho paourente, ha da ober bombanç eus he