Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15



Qerqent evel ma sav Janned,
E saill eus e vele, Yan ;
Yan a glasq bepred e Janned,
Ha Janned bepret he Yan.

Mar dê bep Mestrez eur Janned,
Ha peb Amourous eur Yan,
Ar vreg zo atao eur Janned,
Hac an ozac’h atao Yan.

————

Yan a zo pried da Janned ;
Janned a zo greg da Yan :
Yan ne anave mui Janned,
Ha Janned a zizanv Yan.

Qement tra’ zeu deus a Janned
Zo sur da zisplich da Yan ;
Pa velot o c’hoarzin Janned,
E velot sur gouela Yan.

Ar frico a brepar Janned
A ra heugui calon Yan ;
Hac ar güele ma cousq Janned
N’en dê qen mui güele Yan.

Yan n’ell mui beva gant Janned,
Janned en em varv gant Yan :
Yan gant Doue a garfe Janned,
Janned d’an diaoul a ro Yan.

An devez ma varvo Janned
A vezo devez caer Yan ;
Ha ne velot dansal Janned
Nemet devez maro Yan.



————