Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Jardin an amouroustet.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14





YAN ha JANNED,


PE AN DIFFERANÇ


entre an Amourousien hac ar Priejou.


————


Canomp Amouroustet Janned,
Canomp Amouroustet Yan :
N’eus nep plac’h qer coant ha Janned,
Na nep potr qer brao ha Yan.

Yan a ra oll vit e Janned,
Ha Janned oll vit he Yan ;
Yan a gar oll gant e Janned,
Janned na gar mann hep Yan.

N’eus nemet chagrina Janned
Evit laqat gouela Yan ;
Evit laqat c’hoarzin Janned,
N’eus nemet arliqa Yan.

Yan a fich ar boued gant Janned,
Janned a vousc’hoarz ous Yan :
Ha qement tra a douch Janned,
Qerqent zo lippet gant Yan.

Gant he dorn propr atao Janned
A garg e veren da Yan ;
Hac atao scudellic Janned
A zo carguet gant he Yan.

Ha pa za da gousqet, Janned,
E za ive buan Yan :
Yan a gousq tostic d’e Janned,
Ha Janned tostic d’he Yan.