den ; ha pa vije galvet en appel, ar grenadourien, a ur voez, a responte : Maro er C’hampr a henor !!!…
2. Er bloa 1828, Bisson a gommande ur vatimant, e pehini e talc’het forbanet prisonnerien, souden e zeo attaqet gant tri lestr preyzerien, eus a 70 den acqipach pepini. Bisson n’en devoa nemet 14 den ; mes en em resolvi a ra da rezista. Pa velas e saille ar forbanet d’an abordach, ha na chomme gantàn nemet nao den hepqen, ec’h ordren d’e dud en em sauvetât, dre ma voa en em decidet da zêvi e lestr ha da sailla gantân en ear, qentoc’h eguet en em renta d’eur seurt tud. Mil boan en devoe d’o laqat da abandoni o c’habiten : oll e falveze dezo mervel gantàn. Anfin, tec’hel a rejont, ha na chommas er vatimant nemet Bisson hac e bilot Tremintin. Emàn, carguet a indignation a enep ar forbanet, hac a admiration evit e gabiten, a dou e varvo gantàn. Laqat a ra e zorn en e hini, hac an haros Bisson, gant e zorn all, a laqa an tan er boudrieren. Ractal e saill ar vatimant en ear, gant un drous an horrupla, hac e tisparis Bisson evit jamess… Tremintin a voe stlapet var bord an aud, evel dre viracl, mes brêvet oll, hac estropiet meurbet ; vardro dre eno, e voa ive distaulet 70 forbant lazet.
Qerqent ha ma voezas ar ministr qement-mâ, e tiguemennas da Tremintin dont d’e gaout, pa vije yac’h aoüalc’h evit se. En effet, Tremintin a yas pa voe pare ; hac evel m’en em bresantas, e voe diguemeret evel un haros. Ar Roue, bepret prest da recompansi ar vaillantis,