so, dre un tourmant horrupl. Un ozac’h, spontet gant an tempest, a zortias eus e dy, hac a reas un toull en douar ; qerqent e saillas deus eno ul lomen vras a zour, gant qement a nerz, ma voe discaret d’an douar ; hac o veza bet goude tostêt gant ur c’houlaouen, an dour en em alumas, hac ar feunteun a leusqas flamou tan bras. Abaoue e deus conservet ar memes vertuz, bete so qen ma laqa en glaou ar brassa tamou coad glas ; ha gouscoude an dour-se ne deveus tam tomder ebet, hac a so memes qer yen eguet an doureyer all.
G. Roit dìn, me ho ped, anaoudeguez eus a ur Breton vaillant benac ?
R. Re am bez da ober, ma ranqen henvel ar Vretonet o deus disqeuzet e peb amzer ur gourach dreist ordinal. Pêvar hepqen a hanvin.
1. La Tour d’Auvergn, a Garahes, den eus a ur sqiant vras, hac en deus scrifet var sujet hon brô, Demeus ur famill puissant e voa, pa zeo güir e tisqenne eus Turen, Marichal a Franç, unan eus ar brassa generalet a voe. La Tour d’Auvergn eta, en em angajas en brezel ar revolution (lavaret so bet memes e plaç un den yaouanq a voa seul souten e vam) ; ha goude calz a fejou dreist-ordinal, e falvezas d’ar gouarnamant en henvel General ; mes an den vaillant na falvezas dezàn caout nep grad, nemet hini Qenta Grenadier a Franç, pehini a gonservas bete ma voe lazet gant un tol lanç en e galon, er bloa 1800. E numero er rejimant na voe qemeret gant