Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27



Ar C’hloarec.

Ia, me a voar a dra sur
N’en dint qet cos d’ar blijadur,
Hac an nep o c’har n’en dint qet fur.
Fantic, pa’zê ret dispartia,
Me a ya ractal da guimiada
Evit ar veach diveza.

Ar Plac’h.

Va migon, qent an disparti,
M’ho ped da laret eur gomz dìn,
A ve capabl d’am instrui.

Ar C’hloarec.

Va c’hoar guer, me ve dêc’h avis
Da vont alies d’an ilis,
Ha da lezel ar yaouanqis.

Rac qent ma vo mat ar yaouanqis,
E ranqo distrei crenn var e c’his,
Ha laqat vertus en plaç peb viç ;
Hac ober, evit en em salvi,
Evel a ra ’vit en em zaoni,
Ha neuze e tostayo, a zònj dìn.

Lezit ispicial an dançou,
A zo grien an oll viçou,
Hac alc’hoe an oll bec’hejou ;
Choasit ar Verc’hez da Itron ;
It dindan he frotection,
Offrit dei oll dezir ho calon.

Choasit ar c’hovessour güella,
Ha sentit en peb tra ountâ,
Hac e vevfet mad er bed-mâ ;
Ha ma observit qementse,