Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26


Certen, n’en deo qet hep rêson,
O clêvet hor separation.

Ar Plac’h.

Piou a zo bet, va servicher,
Qen insolant en ho qever
D’annonç dêc’h’ eur c’hélou qer cruel ?

Ar C’hloarec.

Eleal, Salver ar bed-màn
A lavar din heuill aneàn,
Ha lezel ar bed maleürus-màn.

Ar Plac’h.

Ma ! biqen n’am bije credet
Ho pije bet va dilezet,
Er fêçon m’oan deut d’ho caret.

Ar C’hloarec.

Certen, n’ho poa netra gollet,
Me a meus ive ho caret,
Ha douguet dêc’h a bep respet.

Ha n’am bije qet ho tilezet
Evit netra demeus ar bed,
Daoust peguer bras e vije bet ;
Mes pa gomz an Autrou-Doue,
E zê just heuill e volonte,
Abalamour d’an eternite.

Ar Plac’h.

Mar-dê da servicha Doue ;
Va mignon, oc’h eus bolonte,
Bezit constant er speret-se,
Ha me chommo ebars er bed
Emesq an trubuillou milliguet
Pere zo cos d’ar boan speret.