Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23


C’houi a c’honit va c’halon dre m’oc’h carantezus,
Ha pa velàn ho taelou, n’allàn qet ho refus.

Ar C’hloarec consolet.

Oh ! n’en dê qet va refus è a glasqen ive,
Mes dies ê da eun den qüittât e garante ;
Ma ho pije va c’haret evel ma ho caràn,
N’aljec’h qet va dilezel hep donet da voelàn.

Ar Plac’h.

Certen, me’meus ho caret, mes lêzomp qementse ;
Poent ê dec’h caout recompanç deus ho fidelite :
Rejouissit ho calon, sec’hit ho taoulagad,
Ha me ya, va servicher, da rêi dêc’h ho mennat.

Ar C’hloarec.

Deut eta, va güir Vestrez, ha na zaleit qet,
Rac va c’halonic em c’hreiz a voel gant joaüstet,
Hac en deveus hirnes bras ebars en peb fêçon,
O c’hortos caout ar gomz-se a gonsolation.

Ar Plac’h.

Arça-ta, va servicher, dezir va zantimant,
Pa c’hoantait ac’hanòn, e zomp hon daou contant ;
Rac-se’ta’n ’em assamblomp, p’ê contant hon ligne,
Ha demp en priedelez da dremen hor bue.

Ar C’hloarec.

Oh ! ra vezo beniguet an heur hac ar momant
En pini ma oc’h ganet, crouadurez charmant !
C’houi a voar sqêi da vlessa, hac er memes amzer
A voar rêi ar remejou pere ve necesser.

Arça-ta, va Mestrezic, p’omp deut da accordi,
Va c’halonic zo contant, me ya da guimiadi ;
Rac mall a meus da annonç d’am zad ha d’am mam guer
Penos e vimp demezet var ar c’henta amzer.