Ar Plac’h.
Ho comzou-hu, den yaouanc, a zo meurbet tricher,
O deus muioc’h a dalout ’vit n’o deus a zouçter ;
C’houi lavar oc’h eus cavet, ha me a meus ive,
Rac se ta dispartiomp, ha demp gant ar re-ze.
Ar C’hloarec.
Me deu eta da lavarat adieu dêc’h, plac’h mignon,
Pa ne’zeus e nep moyen da c’honit ho calon :
C’hoas en ho trugarecàn ha pa vefe ganêc’h,
Rac birviqen va soùhet ne gavan en nep lec’h.
Ar Plac’h.
Na perac tra, emezi, ’teut d’am zrugarecat,
Nemet gant ar güir dessign oc’h eus da ober goap ?
Rac dibot ê an hini ’deu da drugarecat,
Ispicial pa virer diountan e vennat.
Ar C’hloarec.
Ar sujet ê, plac’h yaouanc, ma ho trugarecàn,
Abalamour ma ê c’houi ’voe va mestrez qentàn :
An ini ’choasin brêmàn, n’eus fors a be ganton,
Ne devo qet ar memes plaç sur ebars em c’halon.
C’hoas e meus eur sujet all ’vit ho trugareca,
Hac ennes, p’en em sonjan, e zeo sur ar vella ;
Ma ho pije daleet hep dont d’am refusi,
Va c’halon ’vije rannet gant eur seurt disparti.
Ha bremàn da viana n’ê nemet glac’haret
O tonet da guimiadi eus fleuren an oll merc’het,
Hac e laràn adieu dêc’h, c’houi, va muia caret :
Graç dêc’h da gaout ho soùet, evidòn n’am bo qet.
Ar Plac’h touchet eus e refus.
M’ho suppli, va servicher, distroit d’am c’havet,
Godellit ho mouchouer, ho taelou arrêtet ;