Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19


Qen a vezo ar c’henta. Doue r’ho cunduo
En hent ar berfection, ma’ zefot d’ar joayou.

Ha dre ma’ c’havançen-ta ha me dont da zònjal.
Va mestrez, herve’n den-ze, ya ive da zançal !
Penos cavet evidòn an nep fidelite,
Pa n’en dê evit cavet ’vit an Autrou-Doue ?

Qement a ya d’an dançou a verz oll o c’halon,
P’evit lavaret güelloc’h, a ro en donêzon
D’an diaoul ha d’e bompou, d’e oll gontantamant,
Fouli’ reont goad Jesus, dispen o badiant.

Ha me hac o lavaret : p’hon deut betec amâ,
Me a barlanto ganti ’vit ar vech diveza,
Abalamour d’an dançou, rac endra ma vevìn
Evit d’an nep a zanço me vezo enemi.

Ar C’hloarec o voapat e Vestrez.

Debonjour dêc’h, va Mestrez, ha n’en doc’h qet fachet
Aboue ar vech divea ma voen eus ho qüelet ?
Prest e zoc’h da zemezi, hervez ma’meus clêvet,
Ha me pa òn infidel, a vezo ranvoyet.

Ar Plac’h o voapat gant comzou decevant.

Ha p’am bije avancet, emei, va embannou,
Me vije êt d’o frêza var ar c’henta deiziou ;
Var benn ar pemzec devez, ’vel m’ho poa prometet,
E zoc’h deut d’am bisita, hep ma’zoc’h bet manqet.

Ar C’hloarec.

Autrou-Doue, va Mestrez, c’houi zo drouc-aviset !
N’ouzoc’h qet peseurt calon zo en creiz ar voàset :
Seulvi ’reont o chapel, seulvras o c’harante ;
O c’harante, va Mestrez, ne d’eo qet evelse.

Ar Plac’h.

Va c’harante, va mignon, zo evel m’eo dleet :