Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18


Me a zantas eun douçter hac eur c’hoez excelant,
Ha me hac o qemeret va liou ha va fluenn
Da scrifa dê o reqet var eun tam paper güenn.

P’am boe laqet al lizer en dorn ar messajer,
Me a ententas eur voez o crial eus an êr :
Cetu aze chadennou da erren ar C’hloarec,
Ha mar gra enep e sin, e vo deàn qiriec.

O clêvet eur seurt comzou, me a voe didallet ;
Me n’em boe qet ar gourach a dlejen da gavet ;
Me zilezas Thalia, he zempl hac ar studi :
Na promessa, na menaç n’ellas va arêti.

Cetu laqet em speret monet a neve flam
Da saludi va Mestrez da guichen Sant-Efflam,
Goude unnec mis combat donet da aminàn :
Pebes glac’har evidòn, p’en em gonsideràn !

Ha pa voan-me o vale, en eur vont d’e güelet,
Eun den meurbet ancien a meus bet rancontret,
A c’houlennas ouzin-me : Pelec’h ît er guis-se ?
Esqis ez ê ho qüelet d’ar poent-màn var vale.

Ar C’hloarec.

Mont’ ràn d’ober eur bale var an abardae :
C’houi’ dlefe va instrui, pa ouzoc’h an doare,
Na var ar gomportamant demeus va Mestrez coant,
Pini’ laca va c’halon ’bars em c’hreiz languissant.

An Den Ancien.

Onnes zo eur plac’h estimet ebars en e c’hanton,
Tremenet a bep amzer ’vit eur plac’h a-fêçon :
Ebars en foar Pontmenou m’he güela an de all,
Hac hi deus ar re vrava pere’ voa o tançal.

Ar C’hloarec.

M’ho trugareca, paeron, demeus ho madelez
Da veza despeignet dìn talantchou va Mestrez.