Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AN DAOU VREUR.


————


En eur sclêrigenna ar bobl, e vezo guelloc’h hac eürussoc’h.


Goude maro Pierres Morin, e zaou vab, Yan ha Fanch, a rannas etrezo e heritach, pehini en em gompose eus a ziou ferm casi eus a eur memes talvoudeguez, Eur som a 600 franc a voe avoalc’h evit o ingali. Tenn a rejot d’ar blouzen vêr : ferm Ꝃgoat a zigüezas da Fanch, ha ferm Ꝃbrat da Yan.

— Mâ ! eme Yan, leun a joa hac en eur sqei var an daul, ouz pehini e voa azeet gant an noter ha darn eus ar c’herent ; mâ ! contant on eus va loden.

— Ha me ivez demeus va hini, eme Fanch, mes gant un êr tranqilloc’h.

Fanch a vire ferm e dad, Yan a zeue mestr eus a eur ferm a voa bet roet d’e vam gant un itron a voa maeronez dezi.

— Ma ve construet an hent a gonter ober, eme Yoen Vian, o c’henderv, ferm Yan a c’honesfe calz, rac tremen a rafe dirac an ty, e penn ar prat bras.

— Justamant en ze e sònjen ivez, eme Yan.

Fanch a voa er penn all eus ar gampr, e qever eur prennest, eus a belec’h e velet ar bourg, an