Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(2)

ilis hac ar vêred, hac e voa var ar vêred e zoa fixet e zaoulagad leun a zaelou.

— Me ho trugareca, ô va Doue ! emezan, d’am miret en o c’hever… Sònjal a rê en e dad hac en e vam, a voa entêret eno.

Ober a rejot neuze ar partach eus ar meubl. Pa voe achuet, Yan, goude beza sònjet eur pennad, a lavaras :

— Clêo-ta, Fanch : Contant e vez-te da ober un arrànjamant ? Me viro ar 600 franc, mar qeres miret ar meublou-ze. Güelloc’h eo ganen prena re nevez. Ma ne fell qet did se, varc’hoas me o laco en güerz. Rac-se, lavar.

— Accepti a ràn, eme Fanch. Ne fell qet dìn, epad ma vezìn beo, e ve güerzet ar güele e pehini omp bet ganet, hac e pehini e zeo maro hon tad hac hor mam, na qennebeut ar bandulen-ze pehini, allas ! na verc mui an heuriou evito, nac ar meublou all pere a zo digüezet en da loden. O c’honservi a rìn gant va re.

— Mad evelse, va fautr Fanch, eme ar voereb Janned, en eur dorcha un daelen.

Yan a voe un nebeudic mezus ; mes ractal ma voe sortiet Fanch, e zoat deut da c’hervel, e lavaras Yan : Bah ! qement e caren va zad ha va mam eguetàn. Qement a lavar Fanch a guemer eus e levriou. Me na ouzòn qet lenn ; mes ma ne zòn qet savant, ne zòn qet goassoc’h evit se.

Den na respontas, rac ne zònjet qet ennàn.

Fanch a antreas ; achui a rejot an afferaou.

Yan a guemeras e ferm hac en em laqas d’e labourat gant courach. Prim ha nerzus e voa ; mes ne anaveze qet nemeur labour an douarou ; ha