Supplement à la « Croix des Côtes-du-Nord » du Dimanche 27 Novembre 1898. (44)
TI AR PAOUR
————
En korn tenval eur c’hoat distro,
E-lec’h na deu den diwar-dro,
Eul lojen vihan ’zo savet,
An distera ’ouffer kavet.
Dirak, nan euz ket a vali :
Eur wennojennik a gas di ;
Ha pa ver daou en eur genver,
Kerzet dre eno na c’heller.
An or ’zo izel ha bihan,
Hag ar stern anei a zo moan.
Nemet eur prenestr nan euz ken,
Ha c’hoaz eo torret e weren.
Diabarz ’zo neubeud a dra :
Eun dol da lakât ar bara,
Eur pres da lakât an dilhad,
Hag eur gwele kalet ’vel koat.
Ouz eur voger liv al ludu
’Zo tachet eur c’hrusifi du ;
A bep tu d’ean skeudenno,
Bet staget eno pell-a-zo :
Sethu aze an holl annez
An euz ar paour ’n e diegez.
Gant-se, hag-hen c’h e evuruz ?
— O ia, mar n’e ket aviuz !
Mar geo touet e di gant plouz,
Da vihana n’euz ket a drouz
En-dro d’ean neb-lec’h ebet,
Nemed richan al laboused,
Mouez dister al lommik avel
O voudal ’mesk ar gwe huel,
Hag hiboud dudiuz an dour
O redek e-mesk ar geot flour.
’Vid bean evruz er bed-man,
N’eo red ebed d’an den bean
O ruilha war arc’hant nag aour.
Alies an hini ’zo paour
A binvidigezou ar bed,
’N euz mioc’h a evurusted
Evid an hini ’zo pinvik,
Mar goar reiza e galonik.
|