Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

dre gontraign an dûd da garout all leoriou, hac evit-se e ranquer divertissa al lenner en eur e instrui. Al leoriou a rer ordinal evit ar vretonet a zo re sec’h, re d’euc’h evit rêi an divertissamant a gle accompagni an instruction. Nequet evit droug-coms d’eus al leoriou-ze ; ne ran nemet essa explica perac a zo quen nebeut a c’hoûd evit al lectur en touesq an dûd divar ar mêz.

Al leor a guinigan hirio d’ar vretonet n’ê quet divertissant ; esper am eus couscoude ne vo quet cavet re inouüs, rac ar pez so ebars a zo nêvé evit an darn vuia.

Ezom marteze em eus da avertissa penos ar pez a avançan em leor a zo guirionéou anaveêt pell-zo, pere ne deuont quet d’eus ouzin va unan, rac n’em eus grêt nemet ho explica guella ma allen, sclerra ma allen var-lerc’h tud savant da bere certenamant ec’h aller en-em rapporti.

En eur finissa e quelennan eta ar vretonet da ober muioc’h a gâz d’eus al leoriou ; ne vanq nemet eur gommançamant, ha neuze eb quélennadurez en-em rofer d’an instruction.

Doue a lavar deomp : en-em sicour ha me a sicouro. Me ive a garfé lavaret-se d’am broéïs. Va gallout a zo bian ; mês ma santfen e c’hoantéfé unan bennac gouélet ar sclerigen me alfé caout c’hoaz evit e zervich eur c’houlaouen bennac luc’heduz.