Ma ne m’eus quet ar mérit da vea grêt eul labour parfet en peb fêçon, e m’eus, da viana a gredan, an hini da vea ar c’henta antreprened unan var an astrou. Ar gonsideration-ze an eus va decidet da scriva al léor bian-ma. Caout a rêyo lennerrien ? an amzer da zont a lavaro-ze.
Aleïs a dud divar ar mêz a voar brêma lenn ha specialamant lenn brézonnec, ha couscoude an descadurez ne avanç quet en o zouesq ; ar memeus téchou a zalc’hont, o spéret neubeut exercet var stad, caracter hac opinion certen tud, a zo bet, a zo pe a alfe béa var an douar, a ra d’o jujamant beza striç, didalvé ; langach ar galon, hini an enor, hini ar santimanchou nobl, bras, délicat, n’int comprenet nemet gant eun niver bian a dud.
Er c’hontrol, ar santimanchou nebeut générus péré a ra deomp preferi ac’hanomp d’ar re all ; eur grédanç dall en praticou ha principou fôz, supersticius pe memeus criminel, ar re-ze ho anavéer mâd.
Al lectur a zo necesser evit francaad ar guiêguez, diguerri ar speret, formi ar jujamant : ar mâd an eus muioc’h a briz pa er c’homprener parfêtamant. Mes réd ê commanç