Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/36

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


Var sujet habitantet an éol, martézé alfé meur-a-hini doueti abalamour d’an domder a glé béa en astr-sé. Respont a ran penos ê êzetoc’h caout habitantet d’an éol evit lacat ar guédon da veva en fonç ar môr hac ar pesquet er voarimou. An habitantet a zo grêt d’eus ar vro en pehini e cleont beva.

Doué pa voa felvéet dean lacat lapoucet da véva en êr a roas dêzé diouasquel ; ar re a voa destinet da veva var an dour a voe staguet dêzé eur groc’hénen d’eus ho biziet evit neûn ; ar re a voa condaonet da glasq ho bévanç en fonç al lic’hi a receve eur bég d’eus a eun troatad hirder.

Al loënet a voa carguet da spurja ar bed d’eus al loënet maro, pere o tont d’en-em gorrompi a rofé clénvéjou da zistruj oll tud hac anévalet, ar ré-zé o d’eus evit ho servich dent hac ivinou commod evit diframmi. Ar blêizi ha calz a loënet-all a zo evit an douar ; ar brini ha meur a lapoucet-all a zo evit an toullou dôn ac ar ménéïou huel.

Ne finisfen quet ma felvefe d’in henvel d’ech ar voyenou a ro ar brovidanç da beb tra crouet da veva er plaç so merquet déan ; arabat ê demp eta caout impossubl e néfé Doué gouêt ober habitantet evit an éol.

Béa ez-eus éta loënet en quement tra crouet so, hac en touesq al loënet-se ez-eus eun espès hac a surpas oll ar re-all en gallout, en spéret hac en rêzon : an éspès-se è an dén, pehini ré aliés, siouas, a ra implij fall d’eus an donêzonou précius-sé.