Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/35

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —



Hac èn zo habitantet er Blanedennou-all hag en Eol.


————


Arog essa décida petra zo er betchou-all, roomp eun toll lagad er bed-ma.

N’eus den capabl da nombri ped espès loënet zo var an douar ; ne zavan quet eur balad douar, ne zellan quet en eur vojen, en eur blanten, en eur banne dour pur memeus eb caout loënet peguer bian benac ez-int. Ar rêzon d’eus a guement-ze ê m’an eus, quement tra ha quement loën zo oll ho adversourien : an eil a zervich da bevanç d’éguilé hac erfin e tigoëont tout d’an douar, evel ive an douar ho vâg oll directamant pe indirectamant.

N’eus eta netra crouet eb ma ve querquent crouet, d’en distruji, loënet pere ho-unan zo distrujet gant re-all. O considéri quement-se ne m’eus neuzé douétanç abet e zo habitantet ébars el loar, er blanédennou-all ha memeus en éol. Traou crouet int, loënet a glé bèa enné, hac evel ma zo entouesq an anevalet raçou hac o d’eus muioc’h a vouiéguez evit ar re-all e clé an astrou-zé possédi craouadurien d’eus a bere ar spéret, an nerz, ar rêzon ho laca da vea ar puissanta d’eus oute-oll : ar re-ze ê an dud eno. Mes piou a allo lavaret hac int a vale var daou droad pe var pêvar ; pe int so grêt eveldomp-ni ha d’eus om vent ? allas evit er gouzout e ranquer mont da velet : n’er gouefomp biquen.