Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/33

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

lavaret-ê, péd dervez zo abaoué al loar nêvez bet en miz querdû) bétec an dé quenta ar bla.

Anfin, al lizéren dominical a zo ar seiz lizéren quenta d’eus an alphabet a b c d e f g pere a réprézant ar seiz dervez quenta d’eus ar bla.

Unan d’eus al lizérennou-zé a zisquel beb bla er bed e ma ar zul quenta d’eus miz guenver. Dré-zé ma ê A, ar zûl quenta a viz guenver a zo an dé quenta ar bla ; ma ê B an eil dé ar miz ; C an dri, etc.

Pa anavéer èta al lizèren a verq ar zûl quenta d’eus ar bla ê facil goûd neuzé er bed d’eus peb miz e tigoé peb sûl.


————


Hac èn zo possubl mont d’al Loar pe d’eur Blaneden all bénac.


————


Ma ne mije quet lavaret dija e voa impossubl deomp pignat huelloc’h evit var-dro pemp leo varn-uguent a uz-omp, abalamour ma n’eus quet a êr huelloc’h, e vije bet meur a hini marteze da allout sonjal ec’h alfemp mont d’al loar pe d’eur blanéden all bénac, en eur ballon pe dre sicour asquellou.

Aman ê al lec’h da goms d’ec’h d’eus eun ampechamant all ac ive d’eus eun danger d’eus pehini e vefe impossubl deomp dioual.

Me suppos e c’hoantêfé da unan bénac mont d’al loar hac ec’h alfé pignat en tuont d’ar