Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/32

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

ar sêzonniou ne deufont quen er memeus coulz. Miz Meurs a finisfe da zont en amzer en pehini e ve miz c’huêvrer ; divézatoc’h e teufe er poent ma ve miz guenver, hac evel-se evit ar sêzonniou-all. Ne vouêfer mui peur labourat an douarou, pê goulz ada na pe amzer destum an éostou.

Evit remedia d’an danger-ze, dre ma chom eun dervez antier en pêvar bla e voe convenet e vije ajoutet eun dervez da viz c’huevrer d’eus ar bevare blaves, hac ar miz-ze an eus neuze no dervez varn-uguent elec’h eiz-varn-uguent. Ar bla-ze a hanver biseost.

Mes an arranjamant-ze ne rê nemet diminui an irrégularité, rac goudé an tri c’hant pemp ha tri-uguent dervez ne chom quet c’huec’h heur-tré evit caout fin tro an douar.: daouzec minud a vanq, da lavaret-ê, an armanac neuze a chom daouzceec minut beb bla varlerc’h ; anfin evit pari adarre d’an difficulté-zé e voe convenet ma vije lamet er mêz tri viseost beb pêvar c’hant vla.

En armanac e vé question d’eus ar cycl-éol, d’eus an nombr aour, d’eus an épact hac anfin d’eus al lizéren dominical.

Ar Cycl-éol a zo eun termen a eiz vla varn-uguent goude pehini ar zuliou ac an déyou all d’eus ar zizun a gomanç a-nêvé dre ar memes urz : da lavaret-ê, goude an eizvet blavez varn-uguent ar bla a gomanç dré ar memeus dervez evel commançamant ar cycl.

An nombr aour a zo ivé eun termen a nontec vla, goudé pehini quartiériou al loar a gomanç adarré drẻ ar memeus urz.

An épact a ro da c’houd oad al loar, da